Metig

Album cover art for "Metig" by Alan Stivell

Alan Stivell - Pop, Sea Shanty

Metig

0 Plays

Duration: 4:08

View ArtistView Album

Lyrics

Language:

Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostit da glevet Un istor eus ma daeroù ha ma foanioù kalet Me zo ur c'hloareg yaouank deus eskopti Kemper O vont d'ober e studi da esktoù Treger E bord ar mor on ganet, e bro Sant Gwennole Ha biskoazh nemet glac'har am eus bet em buhez Glac'har a wir garantez, setu ma flanedenn Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig Koant evel un ael Doue, he anv 'oa Metig "Salud deoc'h ! plac'hig yaouank," a lavaris dezhi "Eveldon oc'h ankeniet o kuitaat tud ho ti Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez Evel-se vimp eürusoc'h o ouelañ asambles"

Rate this song

Rate this song

0/5.0 - 0 Ratings

5
0.0% (0)
4
0.0% (0)
3
0.0% (0)
2
0.0% (0)
1
0.0% (0)

Loading comments...

Credits

Credits Not Found