E-Tal Ar Groaz

Album cover art for "E-Tal Ar Groaz" by Alan Stivell

Alan Stivell - Pop

E-Tal Ar Groaz

0 Plays

View ArtistView Album

Lyrics

Language:

E-tal ar groaz Dirak ar C'hrist maen en noazh Seizh arched saprenn Zo tremenet er wenodenn Seizh arched saprenn Bleniet gant an Ankou didruez Seizh arched saprenn nevez 0 deus kuitaet ar gêriadenn-mañ Dindan barradoù sklas ar goañv 'Vit bered ar barrez Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant Er goañv-mañ a zo maro Ha torret eo bremañ ganto E seizh ti-plouz a Gêrnevez Ar walenn aour, gwalenn ar yezh Ar walenn aour a unane Kalonoù nevez Ar vugale Ouzh Kalonoù ar re gozh Torret eo ar walenn aour Torret eo ar walenn Ar chadenn vurzhudus A eree an amzer-vremañ Ouzh pellder An amzer dremenet Seizh maouez kozh a zo maro Seizh maouez a vire, ganto Soublet war flammoù uhel an oaled Spered Kened Ha yezh an Tadoù Seizh arched prenn Dirak ar C'hrist maen Ha ganto eo aet da hesk Eienenn fresk Awen Ar ouenn E Kêrnevez War c'hlannoù glas al lenn A-hed ar bodoù kelvez Ne vo mui klevet bremañ Nemet Yezh An Estren Evel-hen e kane Jakou Kerloaz Dirak ar C'hrist maen en noazh E-tal ar groaz

Rate this song

Rate this song

0/5.0 - 0 Ratings

5
0.0% (0)
4
0.0% (0)
3
0.0% (0)
2
0.0% (0)
1
0.0% (0)

Loading comments...

Credits

Credits Not Found