Beg Ar Van

Album cover art for "Beg Ar Van" by Alan Stivell

Alan Stivell - Pop

Beg Ar Van

0 Plays

View ArtistView Album

Lyrics

Language:

Goursaw-heol gouañv gant gouloù loar 'dreus red ar c'houmoul loued D'an New'amser warlec'h kreisteiz en aour al lanneg E Beg ar Van goude kuzh-heol 'raog nos, er misioù Du Pa ba' bourc'h Plogoñv da vitin araog dihun an dud "Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall" Prest eo ar bobl e penn ar Bed, prest eo hi' wid ar gad diwezañ 'Vo ket 'wid c'hoari 'vel boas, ga'r voger bar c'hein 'vo dic'hrass Dirag plegmor an Anaon epad nos Kalanna E chomen mud, torret ma naon, o wel penn Eurasia Leun oa ma fenn gant hunvreoù Morgan, Isold, Ahes Gant kleier ilisoù Kêr-Ys ha manati drouizesed Mallozh, mallozh d'an heñi a gred disakro douar hol lorc'h Prest eo…Ba' daoulagad an dud'so krog ba' kerreg du Kernew Dimezo 'ra a neñv ga'r mor, an eñvor o skedo E peb sellad pell ar c'hornog 'ma oll furnezh ar Bed Brasset war ar chadenn-buhez diboa geneliezh mab-den Mallozh, mallozh d'an heñi a gred disakro douar hol lorc'h Prest eo… Ba' daoulagad an dud dre'man e chom ur vadelezh don Dont'ra deus an tri mil kantved, o beaj hir war an hent E ped lagad e c'haller lenn ur gounar gozh ha leun Sevel gorreg 'vel un arme divent 'wid 'r gad diwezañ "Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall!" Prest eo…

Rate this song

Rate this song

0/5.0 - 0 Ratings

5
0.0% (0)
4
0.0% (0)
3
0.0% (0)
2
0.0% (0)
1
0.0% (0)

Loading comments...

Credits

Credits Not Found