An Hani A Garan

Album cover art for "An Hani A Garan" by Alan Stivell

Alan Stivell - Pop, Sea Shanty

An Hani A Garan

0 Plays

View ArtistView Album

Lyrics

Language:

An hani a garan, gwechall bihan er gêr Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan Pa oan bihan er gêr an hini a garan An hani a garan, gwezharall ma ch'are Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan Pa oan bihan er gêr an hini a garan An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara Kollet, kollet eo din an hini a garan D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ? Met petra a lavaran-me ? Turlebaniñ a ran Dre hir soñjal atav en hini a garan D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan Kanennig ma c'halon d'an hini a garan

Rate this song

Rate this song

0/5.0 - 0 Ratings

5
0.0% (0)
4
0.0% (0)
3
0.0% (0)
2
0.0% (0)
1
0.0% (0)

Loading comments...

Credits

Credits Not Found